Bali Breizh e Bro Montroulez / Bali Breizh dans le pays de Morlaix 4/4

Pevare ha diwezhañ abadenn Bali Breizh e Montroulez. Er Virgulenn, un ti sevenadurel e kej Goulwena gant Klariz Bailleul. Anv zo ganti eus he levr barzhonegoù « La pluie que tu as oubliée dans ma chambre ». Un ezhomm eo dezhi skrivañ barzhonegoù. En em ziskouez a ra ivez war boltriji : un trec’h war an digenvez. Un dezenn doktorelezh he deus skrivet war skridoù al livourien e Breizh etre 1870 ha 1939 : daou levr a embanno prestig war ar materi-mañ. An anvioù lec’hioù brezhonek zo ul lodenn eus glad hag idantelezh Breizh. Yann-Fulup Tallec en deus c’hoant da viret ha da zifenn re Bae Montroulez muiañ ma c’hell. Kelaouadenn. E liorzhoù Domani an teir c’hurunenn, war an uhel e Montroulez, ec’h en em gav Thelo gant Jean-Philippe Davodeau. Komedian eo ha nevez desket en deus brezhoneg. E dud-kozh oa eus Enez Kalod, e-maez da Garanteg, setu m’eo bet eno alies pa oa bugel. War an enezenn en deus filmet « Cet été-là
Back to Top