Bali Breizh e Bro ar roue Morvan - Bali Breizh dans le pays du roi Morvan 2/4

Eil abadenn Bali Breizh e Bro ar roue Morvan, a bep tu d’an Ele, etre Kerne (Langoned) ha Pourlet (Laoulan, Pontkalleg). Goulwena a gej gant Yann-Vadezour ar Rouz. Tri bugel en deus : 10 vloaz, 8 vloaz ha 6 vloaz int. Pevar bloaz zo e ra skol dezho er gêr. E 2021 e oa bet cheñchet ar reolennoù evit ober skol er gêr. Ul lec’hienn internet en deus Yann-Vadezour ivez : . Er Stal Vras e kej Thelo gant Jonathan Dour. E-pad pemzek vloaz e oa bet o chom e Langoned setu ma anavez mat ar Stal Vras-se. Soner violon anavezet eo evit seniñ er strollad Eben, Seim pe gant Denez. Roet en deus lañs da « Bugale Kreiz Breizh », ur sonadeg gant 300 bugel eus 11 pe 12 skol eus kreiz ar vro, ambrouget gant muzisianed a vicher. D’an 2 a viz Gouere e vint war leurenn Gouel Broadel ar Brezhoneg. « White oak standing » zo ur strollad savet e 2020 diwar intrudu Jonathan Dour, gant ar c‘hanerezed Stefanie Theolbald ha Mara Devaux, ha barzhonegoù BlueInk Ditty. Ur sonere
Back to Top