Bali Breizh e Goueled Leon / Bas-Léon 3/4

️ Trede abadenn Bali Breizh e arvor Goueled Leon, etre an Aber Ildud hag an Aber Benniged. Er restaorant Le Chenal he deus pedet Goulwena Ewena Fablet da zont da varvailhat ganti. Ewena zo a orin eus Plourin. Infirmierez eo e Ospital ar Gazeg Wenn e Brest, er servij neurologiezh, ur bloaz zo. Ur vicher eo a blij dezhi kenañ mes pres labour a vez ha dav vez deskiñ aozañ e amzer. Ur porzh kozh eo Lanildud. E istor zo kontet deomp gant Raymond Mellaza, eil maer eno hiziv, goude bezañ bet maer e-pad pell. Kelaouadenn. E Maner Trouzilid e Treglonoù ec’h en em gav Thelo gant David Morvan. Kaner ha gitarour eo er strollad CapO2. Daou don a ginnigont deomp. E ti e dud, e-kichen an aber Ildud e Lannildud, en deus pedet Yann-Ildut Galliou Goulwena. Sot eo gant ar splujañ dindan vor. E-pad pevar bloaz eo bet en Aostralia gant e gamaradez Lisa. Eno o deus filmet a bep seurt anevaled a c’heller gwelet war o lec’hienn internet @glaznature.
Back to Top