Bali Breizh e Goueled Leon / Bas-Léon 2/4

Eil abadenn Bali Breizh e arvor Goueled Leon, etre an Aber Ildud hag an Aber Benniged. War ar wenojenn GR34 kostez Bel Air e Brelez e pourmen Goulwena gant Gi Colin. Bet eo labourer-douar met gwerzhet en deus e atant da daou beizant yaouank un nebeut bloavezhioù zo. Maer Brelez eo abaoe 2001 hag eil-prezidant Kumuniezh kumunioù Bro Hirwazh e karg eus al lastez, an energiezh, an en-dro eo ivez. Kontañ ‘ra da Goulwena meur a dra lakaet e plas en e gumun : espern energiezh, tommañ gant geotermiezh, reiñ plas d’ar beloioù, sevel un ekokarter, sevel ul lec’h d’an dud d’en em gaout asambles, ul liorzh boutin… Beg Lokmazhe zo unan eus al lec’hioù bravañ ha brudetañ zo e Leon. Ur bern tud a zeu da welet rivinoù an abati kozh. Bremañ e c’hellint gwelet anezhañ adsavet e 3D a-drugarez d’un arload. Kelaouadenn. E maner Kerveatouz e Plouarzhel eo bet pedet Thelo gant Alphonse Raguénès. Labourer-douar, konter, kaner h
Back to Top