Bali Breizh e Bro ar roue Morvan - Bali Breizh dans le pays du roi Morvan 4/4

Pevare hag abadenn ziwezhañ Bali Breizh e Bro ar roue Morvan. Goulwena a gej gant Gaidig Evenou. A-raok dizreiñ da vevañ da greiz Breizh he doa bevet e-pad seizh vloaz e Roumania, ha goude e Serbia, Tchekia, Slovakia, Hungaria… Aet e oa da Roumania gant Erasmus evit he studioù latin ha gresianeg, ha bet eo kelennerez galleg eno da c’houde. Goude bezañ bet stag ouzh Ministrerezh an Aferioù diavaez e oa aet da Bariz da labourat e Ministrerezh ar Sevenadur, en DGLFLF (délégation générale à la langue française et aux langues de France) : eno he deus labouret evit al liesyezhegezh e Frañs da lakaat an enbroidi da gompren pegen a bouez eo d’ar vugale implij o yezh vamm da zeskiñ aesoc’h yezhoù all. « Boest an diell » gant Erwan Evenou aterset e 1991 gant Francis Favereau war e romant « Nikolazig ar broioù tomm ». Erwan Evenou oa tad da Gaidig. Marvet e oa e 2020. Tout e zornskridoù zo chomet gant Gaidig : trao&
Back to Top