Bali Breizh e Goueled Leon / Bas-Léon

E arvor Goueled Leon, etre an Aber Ildud hag an Aber Benniged e pourmeno Bali Breizh er peder abadenn da zont. Goulwena a gej gant Rozenn Milin dirak he zi e Landunvez. Ur vaouez eus ar vro eo, eus Plougin, mes beajet he deus kalz der ar bed. Prezidantez nevez Kuzul Senevadurel Breizh eo, ur bodad a ro alioù da Rannvro Breizh diwar-benn ar sevenadur. C‘hoant zo gantañ da sevel ul lec’hienn internet war istor Breizh. Rozenn Milin he deus skrivet un dezenn war ar simbol ur bloaz zo : « Du sabot au crâne de singe : histoire, modalités et conséquences de l’imposition d’une langue dominante : Bretagne, Sénégal et autres territoires », penaos e oa ar redi da implij yezhoù bras un doare da voustrañ an dud neuze. Kreñv eo pouez ar galleg war ar brezhoneg. Philippe Tanguy a blij dezhañ studiañ ar brezhoneg diwar ar maez e Leon. Ur gentel vrezhoneg a ginnig deomp. Kelaouadenn. Er pub O’ Don Neil e Porsal e komz Thelo gant Neven
Back to Top