Bali Breizh e bro Rouzig / dans le pays Rouzig 2/4

Eil abadenn Bali Breizh en-dro d’ar C’hastellin. Setu neuze roll an abadenn. War lein Karreg an Tan e Gouezeg ec’h en em gav Goulwena gant Benjamin Bouard. Hemañ a sav abadennoù radio evit Radio Kerne : « Rodeier » gant ar re gozh ha « Deomp Dezhi » evit ar vugale. Seizh vloaz zo emañ o chom e Gouezeg ha bremañ e anavez mat ar vro. E 1932 e oa bet krouet Breuriez ar Brezoneg er Skoliou : kentelioù e brezhoneg hag ur genstrivadeg da fin ar bloavezh-skol da lakaat ar vugale da lenn, da skrivañ, da jediñ e brezhoneg ha da respont war Istor Breizh. Kelaouadenn. E Ti Maen e Lennon, e kichen ar vag Viktor, e kej Thelo gant Margo ar Wern. Evit ar gevredigezh Mervent e kinnig abadennoù tañva brezhoneg er kolioù, er magourioù ha kentelioù noz. Prezidantez « Brezhoneg e bro Rouzig » eo ivez, ur gevredigezh krouet e miz Genver e Kimerc’h da ginnig a bep seurt abadennoù ha pourmenadennoù e brezhoneg. Kanañ a ra d
Back to Top