Bali Breizh e bro Rouzig / dans le pays Rouzig 3/4

Trede abadenn Bali Breizh er C‘hastellin. En hec’h ostaleri Dadivazi eo eo degemeret Goulwena gant Uriell Etienne. Mil micher he deus graet Uriell a-raok delc’her ostaleri : komedianez, kenedourez, labourat en ur glinikenn, un ti evit ar re gozh, skol Diwan Kastellin, koñversioù, ambulañsoù… E penn an « Dadivazi » emañ abaoe 2017 : ouzhpenn kinnig boued eus ar vro e vez a bep seurt abadennoù eno. Komz a ra deomp eus he zad Guy Etienne hag a oa neropsikiatrour en ur greizenn epilepsiezh e Kastellin. Bet e oa ivez krouer an embannadurioù Preder ha skrivet en deus meur a c’heriadur. Ober peñse en dour dous ? Biskoazh kement all a gav deoc’h ! Koulskoude e oa bet ur pezh hini war ar stêr Aon e Pleiben e 1693. Kelaouadenn. E Skluz ar Stêr Aon e Kastellin ec’h en em gav Thelo gant Lena Kerhoas. Reiñ a ra kentelioù dañsal e kelc’h Alc’houederien Kastellin. Diskouez a ra deomp dilhad kozh ha brav ar merc’hed er vro. Kelenner
Back to Top