Karantez-vro

Karantez-vro Music: Gwalarn Singer: Veronique Autret Lyrics: originally a poem by Anjela Duval E korn va c’halon ’zo ur gleizhenn ’Baoe va yaouankiz he dougan Rak, siwazh, an hini a garen Ne gare ket pezh a garan. Eñ na gare nemet ar c’hêriou, Ar morioù don, ar broioù pell, Ha ne garen ’met ar maezioù, Maezioù ken kaer va Breizh-Izel. Ret’ voe didab ’tre div garantez : Karantrez-vro, karantez den. D’am bro am eus gouestlet va buhez Ha lezet da vont ’n hini ’garen. Biskoazh abaoe nam eus en gwelet Biskoazh klevet keloù outañ. Ar gleizhenn em c’halon zo chomet Pa ne gare ket pezh a garan Pep den a dle heuilh e Donkadur : Honnezh eo lezenn ar Bed-mañ. Gwasket ’voe va c’halon a-dra-sur, Met ’gare ket pezh a garan. Dezhañ pinvidigezh, enorioù, Din-me paourentez ha dis
Back to Top